Carl Michael Bellman, ganet en 1740, ha marvet en 1795, a oa ur barzh svedek brudet dre e ganaouennoù da evañ ha sonioù erotek, hag a blijas kenañ d'ar roue Gustav III. Lesanvet e voe Anakreon Sveden.
Savet en deus sonioù fentus diwar-benn tavarnioù Stockholm ha gwall blanedennoù tud tapet gant ar boeson, ar gasterezh, ar garantez, ar c'hleñvedoù hag ar marv .